Afer Fañch an Oriant : Ar prokulor a ra galv !
- Rédacteur
- 23 avr.
- 1 min de lecture
Prokulor ar Republik an Oriant en deus graet galv goude barnedigezh afer Fañch Pichantour gant lez-varn « kêr ar c’hwec’h porzh-mor », hag e doa roet an aotre d’ar familh da implij an tildenn, e miz C’hwevrer.
Iskisañ tra : ar prokulor en deus graet galv div wech, ur wech d’ar 7 a viz Meurzh hag ur wech all d’ar 18 a viz Meurzh !Hervez breuter ar familh Pichantour, Iannis Alvarez :« N’eo ket un dra ordinal hag e vo dav gouzout peseurt hini a zo degemerus ! »
Mont a raio an afer eta dirak lez-varn galv Roazhon, e-lec’h ma oa bet barnet e 2018 afer Fañch Kemper ha roet an tu d’ar familh da zerc’hel an tildenn.
Ar gwasañ ‘vez evit ar familh a ranko gortoz pell c’hoazh a-raok kaout ur respont.An afer a zeuio dirak al lez-varn galv d’an 8 a viz Gwengolo. Ne vefe ket komprenet ma ne rofe ket an hevelep barnedigezh hag evit ar Fañch ganet e Kemper.
'Benn neuze, ar prokulor a c’hellfe kas an afer dirak al lez-varn terriñ.Pezh a dennfe ouzh un aheurterezh direizh !
An afer direizh-se a ro un arguzenn ouzhpenn da vont da vanifestiñ d’ar 17 a viz Mae e Roazhon evit hor yezh hag hor sevenadur, gwallgaset muioc’h eget biskoazh d’ar mare-mañ.
Gant ma raio pep hini e seizh gwellañ en e gorn-vro evit degas tud da Roazhon eta !
Yann Milvich
Comments