Afer Fañch en Oriant : Ur familh dirak a lez-varn d’ar 6 a viz mañ evit an tildenn !
- Rédacteur
- 31 janv.
- 1 min de lecture

Tremen a raio un afer Fañch dirak lez-varn An Oriant, d’ar 6 a viz C’hwevrer o tont, da 9 eur.
Ur wech ouzhpenn lezennoù Bro-C’hall a ziskouez pegement pilpous int ! Ur c’helc’hlizher
dister savet gant ur ministr bennak a zo a-walc’h evit mirout ouzh familhoù da zibab an anv-
bihan Fañch skrivet evel ‘vez dleet e brezhoneg. Da lavarout eo gant un tildenn. Pebezh
dismegañs ! Mat e vefe d’an holl a c’hell bezañ dieub mont sioul da ambroug ar familh dirak
al lez-varn devezh ar prosez.
Didrouz ar gevredigezh sevenadurel eus Breizh war an afer a ziskouez mat e peseurt lagenn
emañ an emsav sevenadurel breizhek ha brezhonek ! Seblant a reont bezañ morgousket pe
paket gant traoù all… Ne ouzer ket re betra ?
Da c’hortoz, emañ ur familh o tremen dirak ul lez-varn evit bezañ roet an anv Fañch, skrivet
mat, un anv-bihan breizhek, d’o mab…
Y.M.
Comments