top of page
Rechercher

Fañch an Oriant dirak al lez-varn, aet eo ar maout gant ar familh !

Un trec'h adarre evit Fañch degemeret war an ton bras gant lez-varn an Oriant ar wech-

mañ. Aet eo ar maout gant ar familh Pichantour. Al lez-varn en deus lâret ne oa ket an

anv-bihan-se kontrol d'ar yezh c'hallek a anavez an tilde hag ouzhpenn n'eo ket an tilde

evit ober drouk da vrud ha da vuhez ar paotrig bihan. Degemer mat eta e Bed ar

Fañchoù gwirion ! Difennet gant ar breutaer Iannis Alvarez, ar familh a c’hortoze pell ‘zo

e vefe barnet an afer. Maer an Oriant en doa asantet e vefe lakaet an tilde war an anv-

bihan Fañch met eveljust prokulor ar Republik en doa savet a-enep ha kaset an afer

dirak ar justis. Goude barnadenn dilun dek devezh en deus evit ober galv. Petra raio ?

Chañsoù bras e kaso an afer dirak al lez-varn galv. Evel ma lavare maer An Oriant

«moarvat en deus al lez-varn kalz traoù all d’ober ha gwell vefe dezhañ paouez gant ur

seurt emzalc’h a-enep an tilde ». Breutaer ar familh, Iannis Alvarez a lavar kemend all en

ur resisaat ez eo tremen poent cheñch ar c’helc’h-lizher a zifenn da implij an ñ.

D’ar Yaou o tont e vo barnet adarre un afer heñvel e Anger. Du-se e oa bet goulennet

kenn ha krak digant ar gerent cheñch anv-bihan d’ar babig Fañch ! Ober un dibab all !

Pezh o deus nac’het eveljust. Kenderc’hel a ra ar stourm eta kaset da benn gant

familhoù kalonek sikouret gant ur bern tud ha n'int ket evit kompren e vez lakaet da

dalvezout e 2025 ur c'helc'h-lizher savet fall ha diamzeriet !

 
 
 

Comments


bottom of page