Hag hor yezh ? Kenderc’hel a ra da vont d’an traoñ !
- Rédacteur
- 22 janv.
- 2 min de lecture

Hervez un enklask savet gant Ofis publik ar Brezhoneg e kendalc’h niver ar vrezhonegerien da ziskenn. E 2024 ne chomfe nemet 107 000 brezhoneger hep kontañ ar re a zo dindan 15 vloaz. E 2018 e veze kontet 214 000 brezhoneger. Emañ hor yezh en ur stad fall eta ha war ul lañs-traoñ chalus. Kavet ‘vo gant lod arguzennoù d’en em frealziñ memes tra met ar sifroù embannet dilun gant Paul Molac, prezidant Ofis publik ar brezhoneg ha kuzulier Rannvro, a zo sklaer. Ma ne gaver ket ul louzoù kreñv-meurbet raktal, e vo echuet da vat gant hor yezh ! Ma ! Chom a raio bepred un nebeud "mohikaned" gouest da brezeg brezhoneg… ha ne'z aio ket hor yezh d'ar vered a-raok pell moarvat. Met gant pet a dud e vo komzet brezhoneg ?
Pelec'h emañ an diskoulm ?
Lennet hon eus en ur gelaouenn emañ an alc'hwezioù etre daouarn ar Stad C'hall evit a sell ouzh kelennadurezh hor yezh er skol ! Marteze a-walc'h ! Benn neuze ne chom nemet daou hent posupl : pe rediañ ar Stad C’hall da lezel ganeomp an alc’hwezioù war ar skolioù hag ar programmoù da lavarout eo kaout un emrenerezh ledan e Breizh ; pe rediañ ar Stad C’hall d’ober al labour ret er skolioù evit ma vefe kelennet da vat hor yezh. Ha ne weler ket mat perak e rafe warc’hoazh vintin pezh en deus nac’het d’ober abaoe ma oa ur milion a vrezhonegerien betek hiziv an deiz ! Ar Stad C’hall a zo didruez hag aheurtet pa vez anv eus ar yezhoù «rannvroel». A-walc’h ‘vez lenn un nebeud levrioù istor evit gouzout n’eo ket bet roet gant Bro-C’hall an disterañ araokadenn d’ar pobloù dindan he beli hep ma vefe rediet dre ur c'heñver-nerzh. Biskoazh ! Pelec’h emañ ar c’heñver-nerzh hiziv e Breizh ? Daoust-hag eñ ez eus ur youl wirion d’e grouiñ ? Aze emañ an dalc’h ! Ar Rannvro, pe
Loïg Chesnais-Girard, gallgar, n’o deus ket ur youl wirion da enebiñ ouzh politikerezh ar Stad C’hall war ar poent-se, sklaer eo ; hag ar c’hevredigezhioù a rankfe bezañ e penn ar stourmoù n’int ket prest ken da vont d’an emgann evit abegoù koumoulek. « Ur c’hi ne zent ket an dorn a ro boued dezhañ », a lavar hiniennoù. ‘Benn neuze e kendalc’ho niver ar vrezhonegerien da ziskenn didrouz moarvat ha devezh an interamant meur e vo ur bern tud o leñvañ… Met re ziwezhat e vo !
Yann Milvicher
Comments