Lizher digor da Loïg Chesnais-Girard : « Petra eo plas ar brezhoneg evidoc’h ? »
- Rédacteur
- 24 déc. 2024
- 2 min de lecture

Aotrou prezidant,
Emaon o paouez kaout e-barzh va daouarn niverenn 99 ho lizher (Bretagne info partenaires) kaset d’an dilennidi ha d’an dilennadezed eus Breizh (4 departamant) ha n’anavezen ket o vezañ n'on ket dilennet ! Roet eo bet din gant un amezeg hag a zo en un ti-kêr eus an tolead. Brav eo, savet mat war baper lufrus gant skeudennoù eus an troc’h kentañ… Met un dra a vank avat ha setu perak eo bet roet din gant va amezeg. N’eus ket ur ger brezhoneg e-barzh war-bouez an istitl : «Lizher d’an dilennidi ha dilennadezed ». Treut ar peuriñ evit Yann brezhoneger ! Aze emaoc’h o c’hoari, c’hwi hoc’h-unan pe ho servijoù, gant ur mod d’ober a denn kentoc’h d'ar folklor eget d’ur gwir youl da lakaat hor yezh da dalvezout !
Evel ma lavar va amezeg, penaos kendrec’hiñ kuzulierien-gêr pe maered da embann pennadoù e brezhoneg ma ne ra ket prezidant ar «Rannvro » ur striv evit diskouez an hent ? E-barzh ar barrez e-lec’h m’emaon o chom, ur wech dre vare ne vez netra e brezhoneg e kazetenn an ti-kêr ha koulskoude ar maer en doa sinet ar garta «Ya d’ar brezhoneg ! », un nebeud bloavezhioù ‘zo. Pa ‘vez rebechet dezhañ pas lakaat brezhoneg e kelaouenn ar barrez e respont ingal : «prezidant Breizh ne ra ket kennebeut », hag e tiskouez ho lizher ! Petra respont ? Dont a ra an droukskouer eus Roazhon, eus ar Rannvro, eus ar prezidant zoken !
Aotrou Prezidant, p'ho poa kemeret bloaz ‘zo bremañ, an diviz da skarzhañ, evit abegoù toull,
Christian Troadec eus e bost a vezprezidant e karg eus ar brezhoneg, ho poa touet «mont da gred evit ar politikerezh yezh savet ha dielfennet gantañ ». Daoust hag-eñ ho peus anvet ur bezprezidant all evit kas war-raok ar politikerezh-se evit hor yezh ? Nann ! Daoust hag-eñ e talvez n’eus ket ezhomm ken eus ur post a vezprezidant evit hor yezh ? Bez' e c’heller krediñ an dra-se pa weler pezh a c’hoarvez e Breizh hiziv an deiz hag an diouer a respontoù, a startijenn, a youl wirion a-berzh ar Rannvro war an teuliadoù-se ! Ur blegenn ha ne seblant ket ho trubuilhañ !
Hor yezh ne c'hell ket gortoz avat, anat eo d'an holl ! Pep devezh a dremen hep ober un dra bennak eviti a zo ur c'hammed war-zu an arched. Pep kazetenn embannet gant ar Rannvro, hep brezhoneg, a zo ur c'hammed war-zu ar vered. Gouzout a rit mat, aotrou Prezidant, ur yezh a c'hell mervel !
Koulskoude, «kalonoù ar sevenadurioù eo ar yezhoù, ar c’hreiz a gas anezho war-raok. Ma teu ur yezh da vervel e varv ivez ahel identelezh ar bobl orin ». An dra-se emaoc'h o c'hortoz ?
Ho pediñ a ran, aotrou Prezidant, da zegemer va gwellañ soñjoù ha da dremen gouelioù laouen ha didrubuilh.
Yann Milvich
Comments