Lizher Maël de Calan d'an dilennidi : Tamm brezhoneg ebet !
- Rédacteur
- 3 janv.
- 1 min de lecture

Evel Loïg Chesnais-Girard, Maël de Calan, prezidant departamant Penn-ar-Bed a embann ul lizher evit an dilennidi. E niverenn miz Kerzu 2024 e kaver a bep seurt traoù met pas an disterañ ger e brezhoneg. Netra ! Daoust d’an departamant kaout brezhonegerien e pep korn eus e dachenn, kaout skolioù a ra gant hor yezh, kevredigezhioù ken-ha-ken oc’h ober gant ar brezhoneg… Maël de Calan ne ra nemet gant ar galleg. Pennad ebet e brezhoneg ! Netra ! Blev ! War an dachenn-se M. de Calan a zo ken pilpous ha dioberiant ha Loïg Chesnais-Girard ! Ur vezh !
E kazetenn Penn ar bed, embannet evit an holl en Departamant, e vez lamet kuit e niverenn an hañv ar pennad e brezhoneg evit ma vefe komprenet gwelloc’h ar c’heleier gant an douristed, sañset ! E- giz FR3 a gred, pa fell dezho, lakaat tennis pe un dra all e-lec’h an abadenn vrezhonek. N’ouzomp ket pegeit e vo gouzañvet an dra-se gant Yann Vrezhoneger !
Goulenn a reomp digant ar vrezhonegerien degas deomp titouroù diwar-benn pezh ‘vez graet e Departamantoù all pe e-barzh kêrioù bras eus Breizh evel Naoned, Roazhon, Brest… Kazetennoù e-mod-se a vez paeet gant tailhoù ar Vretoned hag ar gwir hon eus da c’houlenn kaout brezhoneg e-barzh evel ma c’hellomp goulenn kaout muioc’h a vrezhoneg en TV, er radio, er servijoù publik…
Bloavezh mat d’an holl memes tra, yec’hed ha prosperite… Ra vo frouezhus 2025 war dachenn stourm ar brezhoneg ! Tan dezhi eta !
Comments