Loïg Chesnais-Girard a ra e geusteurenn er « Rannvro »
- Rédacteur
- 20 févr.
- 2 min de lecture

Fall ar jeu evit ar brezhoneg !
Hervez Telegram hiziv, emañ prezidant ar «C’huzul rannvro», Loïg Chesnais-Girard, oc’h ober e geusteurenn evit diazezañ ur galloud nevez e penn ar Rannvro. Deut eo a-benn da bakañ en e rouedoù Olivier Alain, ur c’huzulier a oa aet da beuriñ e park Macron-Ferrand ha ne gave ket mad ken ar soubenn sañset ! Roet e vefe dezhañ ur post a vesprezidant ! Memes tra sañset evit Ronan Pichon (ar re C’hlaz) aet skuizh gant emzalc’h tagus hag un tammig penn-bervet Claire Desmares, leader EELV e Breizh. Un dra bennak a vo roet dezhañ ivez evit bezañ cheñchet tu d’e chupenn. Er c’hoari-se e chom un trede post da reiñ o vezañ ne fell ket ken Chesnais-Girard kaout en e gichen Christian Troadec, maer Karaez hag a oa e karg eus ar Brezhoneg. Piv a vo e karg eta eus teuliad hor yezh en em c’houlenn Yann Brezhoneger ? Hervez an Telegram e vefe fiziet dazont ar brezhoneg da Gaourantine Hulaud ! N’eo un dra nevez, hec’h anv a oa bet lakaet da redek diouzhtu goude mouezhiadegoù 2021, met er fin LCG en doa kavet gwell fiziout ar post da Christian Troadec. Anv Kaourantine Hulaud ne blije ket kalz dija. Evel ma lavar deomp un den e karg eus ur gevredigezh a ra kalz evit ar brezhoneg, «Fiziout dazont ar brezhoneg, er Rannvro, da Gaourantine Hulaud e vefe kerkoulz ha lakaat ur bleiz da ziwall ur bagadig deñved ! ». Un dra a vo anat, ma vo kadarnaet an dibab-se, e talvezo n'eo ket a-bouez ken teuliad ar brezhoneg evit Loïg Chesnais-Girard !
Mat e vefe dezhañ memes tra prederiañ war pezh a lavare ur c’hazetenner pell 'zo dija : «An Emsav ne c’hell ket gounit marteze met bez e c’hell lakaat unan bennak da goll… » Da ziwall 'zo eta ! Kas an dorzh d’ar gêr a vez aes d’ober…
Y.M.
留言