Nuñez, Fañch, hag all… Un tildenn da viken !
- Rédacteur
- 6 nov.
- 1 min de lecture
Ur wech ouzhpenn, lez-varn galv Roazhon en deus lavaret n’eo ket direizh implij an tildenn hag en deus ar gwir pep Fañch da zougen e dog plijus — kerkoulz ha ministr an diabarzh an aotrou Nuñez.
Un diviz ouzhpenn a c’hello bezañ implijet gant difennourien an tildenn en aferioù da zont.
Met n’eo ket echu pep tra memes tra, ha barnerien an tamall pe ar ministrer a c’hell kas an teuliad dirak al lez-varn terriñ c’hoazh.
Ne vefe ket souezhus a-berzh tud aheurtet hag a chom reut evel un tamm koad, rak ur c’helc’h lizher a c’hellfe bezañ kemmet buan hag aes ma vefe an disterañ youl bolitikel e Pariz hag e Roazhon.
Met, emañ pell Yann eus e gazeg ha familhoù all a ranko kaout trubuilhoù adarre, Skoazell Vreizh, hag a pae ar breutaer, dispignoù ouzhpenn… Nag a vec’h evit un tildenn !
Evel ma lavare ar breutaer, Iannis Alvarez, « Moarvat en deus ar Justis, gwall samme dija gant al labour, traoù pouezusoc’h d’ober »…
Met afer an tildenn n’eo ket un afer a Justis nemetken, un afer bolitikel ne lavaran ket !
Yann Milvicher







Commentaires