top of page
Rechercher

Frankiz evit Boualemm Sansal hag ar re all…

Boualem Sansal. 
Boualem Sansal. 

Ar skrivagner franko-aljerian Boalemm Sansal a zo bac’het e Aljer abaoe ar 16 a viz Du 2024 ! Petra ‘vez rebecher dezhañ gant gouarnamant Aljeria ? Ober traoù pe lavarout traoù a c’hellfe ober droug d’ar Stad Aljerian ? Pouez ar gerioù skrivet rak hini ur stad  dalc’het gant un dorn dir ha ne ra ket van pa ziviz gwaskañ hec'h enebourien pe ar re a gred embann

mennozhioù disheñvel. Stourmerien Bro-Gabili o dije kalz a dra da lavarout war ar poent-se.

Ne vez ket gwelet kêr gant an tiez. Ret eo goulenn evel-just ar frankiz evit Boualemm Sansal

met kemend-all ivez evit an holl brizonidi bac’het e Aljer evit bezañ embannet pe difennet

difeuls mennozhioù ‘zo. Ne c’hellomp ket disoñjal evel-just an holl brizonidi bolitikel eus

Bro-Gabili – kantadoù a zo – dalc’het e toulloù-bac’h Aljer.


Gant parlamant Europa ez eus bet votet ur mennad o c’houlenn ar frankiz evit Boualenn

Sansal. Al lodenn vrasañ eus kannaded Europa a zo savet a-du gant ar mennad. Emzalc’h

Rima Hassan, eus LFI, kannadez e parlamant Europa, a zo bet mezhus a-walc’h ! O nac’hañ

goulenn dieubidigezh ur skrivagner bac’het evit netra, pe evit komzoù dizereat hervez ar

galloud e Aljer, e sav a-du gant ur gouarnamant ne ra ket kalz a stad eus gwirioù mab-den ha

nebeutoc’h moarvat eus ar gwir da embann menoioù. Treiñ kein a ra an itron Rima Hassan

ouzh talvoudoù pennañ an demokratelezh ha re gwirioù mab-den ! Chalus eo gwelout

hiniennoù eus an tu kleiz (sañset) mont war an hent-se ! Un dra a  zo anat, ar Vretoned n’o

deus netra da c’hortoz anezho. Jakobined daonet int tout !


Yann Milvich

 
 
 

Comments


bottom of page