Richard Ferrand er C’huzul bonreizhel
- Rédacteur
- 17 févr.
- 2 min de lecture
« An dibab fall ! »
Abaoe ma'z eo bet kinniget e anv gant E. Macron evit mont d’ar C’huzul bonreizhel ne paouez ket an dud da gemer ar gaoz evit lavarout ne c’hell ket kannad kozh pastell-votiñ Kastellin-Karaez bezañ an den mat er mare ankenius-mañ – abalamour ma c’hellfe Marine Le Pen dont da vezañ prezidantez Bro-C’hall ! - evit kemer plas Fabius, prezidant ar C’huzul bonreizhel.
"Libé", kazetenn an tu kleiz e Pariz, a lavar e soñj krenn ha krak : « An dibab fall » a skriv Thomas Legrand. Rebech a ra ar gelaouenn d’ar paourkaezh Ferrand nompas bezañ graet studioù war ar gwir ha bezañ divarrek da kaout ur prizadur gwirel !
Rebechet ‘vez ivez da Richard Ferrand bezañ tost-tre d’ E. Macron ha feal. Bezañ un den feal ne c’hell ket bezañ un tech fall met implij ar ger-se evit un den en deus troet kein d’ar PS, en doa graet anezhañ, ha da vennozhioù an tu kleiz a zo mont re bell ganti moarvat. Forzh penaos er mare-mañ n’eo ket sur e vefe un dra vat bezañ anavezet evel un den tost d’ar prezidant !
Komzet ‘vez kalz ivez eus aferioù Ferrand p’edo o labourat evit ar "Mutuelles de Bretagne"... Daoust d’ar Justis bezañ lavaret e oa re ziwezhat evit klask c’hwen en e loeroù rak digastiz diwar hir zale e oa deut da vezañ e aferioù ! N’eo ket ur sin vat avat evit lod kas unan en deus bet afer ouzh ar Justis d’ar C’huzul bonreizhel.
Ouzhpenn-se Richard Ferrand a zo bet distroadet gant Melanie Thomin (PS), dianav krenn a-raok ha div wech en deus kollet rak Christian Troadec evit mouezhiadegoù ti-kêr Karaez.
E-barzh "Le Monde", ar gazetennerez Nathalie Segaunes a veneg e adkavo (gant ma vo dilennet) Richard Ferrand Véronique Malbec, barnerez anvet gantañ e miz C’hwevrer 2022 hag a oa prokulorez jeneral e Roazhon, da lavarout eo just a-us prokulor Brest en deus nullet afer Ferrand gant ar « Mutuelles de Bretagne ».
Ministr kozh ar Justis, Jean-Jacques Urvoas a zo bet er PS e Penn-ar-Bed gant Richard Ferrand hag a anavez mat anezhañ eta a lavar e soñj krenn ha krak : « Ces retrouvailles seraient le témoignage d’une société de connivence ».
Diaes e vo mirout ouzh an dud eta a soñjal : « pig pe vran a zo ! »
Met ar varnadenn wellañ a zo bet kavet e Pariz evit komz eus Richard Ferrand a zo moarvat an hini hag a embann sklaer : « N’eo ket Badinter ! » anezhañ. Tud kreiz Penn-ar-Bed a oar an dra-se pell ‘zo dija ! Setu perak marteze n’eo ket deut a-benn da vezañ maer Karaez !
Comments