top of page
Rechercher

Stourm ar brezhoneg : erru poent sevel ur benveg nevez !

Nevez ‘zo e skrive Olier ar Mogn war « dremmlevr » : « Kalz a draoù talvoudus zo bet

savet en amzer dremenet. Daoust ha ne vefe ket poent avat sevel un dra bennak nevez,

ur framm en defe da ziazez gwirioù ar re a zibab ober gant ar brezhoneg bemdez ha

mennet da ren o buhez e brezhoneg penn-da-benn ? (…) Hep disteraat tamm ebet ar

pezh zo bet graet betek-henn, ne welan ket e-pelec'h emañ ar framm-se bremañ. Daoust

ha mennet omp da sevel ur gevredigezh divyezhek da vat e Breizh ? , da lavaret eo ur

gevredigezh ma c'hallo neb en/he devo c'hoant bevañ ur vuhez hollvrezhonek gallout ren

e vuhez /he buhez evel-se ? Ar santimant am eus ez eo bet dibolitikelaet, divouedet ar

stourm evit ar brezhoneg. Poent ha tremen poent eo lakaat boued en-dro ha palioù

sklaer. Dreist-holl p'emañ koumoul du an tu-dehoù pellañ o tostaat. Bezomp prest da

stourm. Gouezomp piv omp. Hollret e vo. Pe e vimp skubet, da vat..."


N’ouzon ket hag-eñ ez eus bet ur bern tud o sevel a-du gantañ hag o kinnig dezhañ

kregiñ e-barzh da vat. Spi ‘m eus avat e tiwano un dra nevez diwar ar skrid-se ha ne vo

ket nemet komzoù a ya gant an avel evel ma kaver anezho stank abominapl war ar

rouedad. Poent eo ha tremen poent moarvat krouiñ ur benveg nevez evit difenn gwirioù

hor yezh. E 2025 e vo lidet kant vloaz krouidigezh Gwalarn hag en deus degaset kement

d’ar brezhoneg ha d’hor sevenadur. Un arouez e vefe stagañ gant un erv nevez e

2025…


Ne c’hellomp ket lezel an dud hag o deus kemeret ar pleg (gant santimantoù mat

moarvat) da astenn an dorn nemetken ober o jeu int o-unan. Lod eus ar re-se o deus un

dorn evit kemer hag an hini all evit skrabañ o revr…. Pa vefe ret kaout un dorn evit skeiñ

war an daol hag an hini all evit diskregiñ gwirioù evit ar brezhoneg. Lennomp pe

adlennomp pizh « Arnod an euskareg. Alc’hwezioù evit adperc’hennañ ar yezh hag an

identelezh » a gaver e ti Al Lanv : «N’eus nemet ar pobloù orin a stag da sevel frammoù

ha strategiezhoù evit advuhezekaat o yezhoù hag o sevenadurioù a c’hell kaout an tu da

dreuzvevañ… », ‘ ‘vez lavaret gant an aozerien. Ra vo savet eta ur benveg stourm nevez

evel ma c’houlenn Olier ar Mogn hag ur gwir strategiezh evit hor yezh e 2025. N’eo ket

ar Rannvro na Loïg-Chesnais-Girard nag un aotrou Doue bennak a raio al labour

evidomp !


Yann Milvicher

 
 
 

1 Comment


eat
Apr 29

Ya, tremen poent eo adkregiñ gant ur framm-stourm evit ar yezh.

Pa seller ouzh istor an Emsav e weler ur framm-stourm evel Skol an Emsav, savet gant kristenien vroadelourien (Emsav ar Bobl Vrezhon), skarzhet gant rummad 68 kleizelourien eta. E 1978 he devoe adal neuze SAE skoaziadoù eus ar Garta, ha bremañ ez eo ur framm-stummañ a vev diwar skoaziadoù ha tamm ebet ken ur framm-stourm.

E tro 1980-1984 e voe un disrann diouzh SAE gant broadelourien a gleiz a-bezh : SAB. Paeroniet gant Emgann ur strollad broadelour kleizelour eus an tu kleiz pellañ. Mont a reas da get SAB ur wech gounezet an divyezhegezh evit panelloù-hent Breizh Izel.

Goude-se ez eus bet AITA. A gleiz ivez, gant ur spered…

Like
bottom of page