Raktres Radio Breizh korbellet ! Ur flac’had ouzhpenn evit ar vrezhonegerien !
- Rédacteur
- 16 déc. 2024
- 2 min de lecture

Raktres Radio Breizh, savet gant 5 radio anavezet mat bremañevit labourat ha skignañ hor yezh war ar gwagennoù (ArvorigFM, Radio Bro Gwened, Radio Kerne, Radio Kreiz Breizh ha Radio Naoned) a zo bet nac’het gant an ARCOM*. Kinnig a ra Radio Breizh skignañ abadennoù hollvrezhonek e Breizh a-bezh. Pezh a vefe un nevezenti hag un dra vat evit arbrezhoneg. Teuliad radio Breizh a zo bet korbellet eta hag urc’holl eo evit hor yezh hag evit ar vro.
Erruout a ra afer Radio Breizh goude hini Diwan, hini arc’henemglev etre ar Stad hag ar Rannvro ha n’eo ket doujettamm ebet gant ar Stad C’hall hag a c’hellfe bezañ taget dirakar Justis gant kevredigezhioù ‘zo, erruout a ra ivez goude aferioù mezhus Fañch… Al listenn a zo hir... « Re ‘zo re ! », evel ma vez lavaret gant lod.
Daoust d’an dra-se, e chom ar Vretoned morgousket ha diflachrak ar flac’had ouzhpenn roet gant an Arcom d’an hollVrezhonegerien kar o yezh, d’an holl Vretoned tomm ouzh arsevenadur. Daoust d’ar pezh ‘vez embannet amañ-giz-mañwar skoazell dilennidi ‘zo e c’heller kaout douetañs ha disfizwar ar youl wirion a zo ganto evit kas an traoù war-raok ha dirouestlañ an aferioù.
Betek gouzout pelloc’h, ne gredan ket e vije aet LoÏgChesnais-Girard da welout prefed ar Rannvro evit skeiñ waran daol ha goulenn digantañ ober pezh a zo dleet evit ma vefedoujet ouzh e sinadur gant ar Stad C'hall…
Betek gouzout pelloc’h, ne gredan e vije aet Maël de Calan da welout prefed Penn-ar-Bed evit goulenn digantañ ober pezh a zo dleet… Int, L.C.G ha de Calan, a zo kap koulskoude d’en em vodañ bep tri miz pe dost gant prefed Penn-ar-Bed ha da ziyalc’hañ milionoù (2) evit an disterañ bramm a-dreuz gant an Erer Kozh e Karaez ! Digredus ! Hag an emzalc’h a zomemes mod e departamantoù all Breizh.
Met petra a ra an emsav sevenadurel e Breizh ?
War-bouez un nebeud linennoù embannet amañ-giz-mañ n’eus ket bet kalz a dra evit poent. Koulskoude n’eo ket an digarezioù a vank evit seniñ ar c’hloc’h-galv war an ton bras,lakaat an daboulin da dregerniñ, gervel d’en em vodañ holl a-gevret evit manifestiñ, votiñ mennadoù, lakaat ar mogerioù da gomz… evel m'hon eus bet graet en amzer dremenet. Petflac’had e vo dav kaout a-raok lavarout da vat : «Kaoc’h, re ‘zo re ! » ? Tremen poent eo en em soñjal…
Yann Milvich
*ARCOM a dalvez e galleg : « autorité de régulation de la communication audiovisuelle et numérique ».
Comments